Sadorn (deiz)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ar Sadorn eo an deiz etre ar Gwener hag ar Sul. Hervez ar reizhiad a laka ar sizhun da gregiñ gant al Lun, ha homañ eo ar reizhiad erbedet gant ISO 8601, ez eo eta ar c'hwec'hvet deiz eus ar sizhun. Gant ar reizhiad a laka ar sizhun da gregiñ gant ar Sul, hengounel e meur a vro eus kornaoueg Europa, hag a-orin yuzev-kristen, ez eo ar seizhvet deiz, hag an hini diwezhañ eta. Dont a ra an anv eus hini an doue roman Sadorn, Saturnus e latin.

Tro-lavar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Breizh e veze heuliet ar boaz da lakaat ar sizhun da gregiñ gant ar Sul, setu perak, hervez an dro-lavar, bezañ ganet d'ar Sadorn da noz n'eo ket bezañ gwall fin: abalamour ma veze graet gwelloc'h ar vugale ganet e penn kentañ ar sizhun.

  • Bezañ ganet d'ar Sadorn da noz (goude ar c'hrampouezh)

Gant ar Yuzevien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant ar Yuzevien eo deiz ar Sabad, deiz diwezhañ ar sizhun, deiz an diskuizh, diwar skouer Doue a ziskuizhas d'ar seizhvet deiz war-lerc'h krouiñ ar bed .

A bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Sadorn er
wikeriadur, ar geriadur frank.


Deizioù ar sizhun
LunMeurzhMerc'herYaouGwenerSadornSul