Gwener (doueez)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

*Diwar-benn an doueez roman eo ar pennad-mañ. Diwar-benn an doueez hellazat sellout ouzh Afrodite.

Gwener dirak he melezour, gant Peter Paul Rubens war-dro 1615

Gwener a oa doueez ar gened hag ar garantez e relijion ar Romaned kozh. Tennañ a ra da Afrodite an Hellened ha da d-Turan an Etrusked.

He far a gaver e relijionoù all :

Istor ur vojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da gentañ e oa un doueez italek dister a-walc'h, a ziwalle al liorzhoù, strujusaat ar bleunioù ha dareviñ ar plant. N'eo nemet adalek an IIvet kantved kent JK e voe kemmesket gant Afrodite Hellaz, hag e voe roet dezhi perzhioù an doueez hellazat. Neuze eo e voe brud dezhi e Roma.

Er Iañ kantved, pa lavare Julius Caesar e tiskenne e diegezh, ar "gens Julia", eus Eneas, mab da Anchise ha da Wener, e voe reoliet gantañ lidoù-azeuliñ e "c'hourvamm". Neuze eo e voe gouestlet miz Ebrel d'an doueez, abalamour ma oa koulz dihun an natur, hag ivez, a-hervez, hini ar garantez.

Hec'h anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant ar Romaned e oa anavezet dindan an anv Venus ha dont a ra an anv Gwener eus tro-c'henel latin Venus, a zo Veneris. Kevatal e oa Venus, pe Gwener, da Afrodite ar C’hresianed kozh.

  • Gwener anadiomene a vez graet anezhi en oberennoù arzel m'he gweler en he noazh o tont e-maez an dour.


Kerentiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc’h e oa da Yaou ha da Zione. Dimezet e oa da Vulcanus.


Meurzh ha Gwener, Agostino Carracci

E-touez he bugale:


Karantezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Karet he deus doueed ha tud kenkoulz all.

Gant doueed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rediet e voe gant he zad Yaou da zimeziñ gant Vulkan, an doue tort ha divalav.

Gant tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oberennoù arzel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout:

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

250

Gwener anadiomene, murlivadur e Pompei, gant Apelles (a greder), kollet abaoe. Tapet e oa bet ar skeudenn a-raok an distruj.

Gwener Anadiomene, gant Tizian (war-dro 1525)
Gwener rus, gant Kustodiev .

Gerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwener Willendorf
  • Graet e vez an anv Venus (peurvuiañ), pe Gwener (a-wechoù) eus
    • ur gaer a blac'h
    • un delwenn gwreg dianav, ragistorel alies, ne vern pe neuz a ve dezhi.
  • Ar ger binim a deu eus ar ger gallek venin, a deu eus an anv Venus.
  • Roet he deus hec’h anv d’an deiz — devezh gouestlet dezhi, ha d’ar blanedenn.

Poltredoù maouezed en Gwener[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.